Site Web de Vannes Agglomération

Actualités

Stal.bzh : la langue bretonne au service de l’économie locale

Economie
16/05/2019
Stalbzh
De plus en plus de personnes, locaux et touristes, cherchent à consommer local. Comment se démarquer, sans pour autant faire référence aux symboles traditionnels que sont l’hermine ou le “Gwenn-ha-du” (drapeau breton)? Par la langue bretonne !

L’association vannetaise “Mignoned ar brezhoneg” (Les amis de la langue bretonne) a développé l’application “Stal.bzh”. Il s’agit d’un site internet pour référencer les entreprises qui utilisent ou soutiennent la langue bretonne. Il sera ainsi plus facile de trouver un boulanger, un artisan ou un garagiste qui parle breton ou propose une signalétique bilingue dans son commerce. Les entreprises seront par la même occasion valorisées au travers de la langue bretonne, et gagneront en visibilité sur internet. Plus de 100 commerces se sont déjà inscrits sur stal.bzh. L’inscription est gratuite.

Le lancement du site Stal.bzh est prévu le 8 juin. Pour compléter le budget, l’association, déclarée d’intérêt général, a lancée une campagne de financement participative sur le site Kengo. Découvrez la vidéo en ligne !

stal.bzh
kengo.bzh/projet/1711/stalbzh

Stal.bzh: ar brezhoneg e servij an ekonomiezh lec’hel

Muioc’h-mui a dud a glask prenañ traoù lec’hel, pe e vefent eus ar vro pe touristed. Penaos bezañ disheñvel ha diskouezh eo stag an embregerezhioù eus ar vro, hep lakaat arouezioù hengounel war well e-giz an herminig pe ar Gwenn-ha-Du kennebeut ? Gant ar brezhoneg !

Diorroet ez eus bet an arload Stal.bzh gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg eus Gwened. Ul lec’hienn internet eo evit renabliñ an embregerezhioù a souten pe a ra gant ar brezhoneg. Gant Stal.bzh e vo aesoc’h kavout ur c’harrdi, un artizan pe ur baraer a gomz brezhoneg pe en deus staliet ur panellerezh divyezhek. War ar memes-tro e vo talvoudekaet an embregerezhioù dre ar brezhoneg, ha lakaet e vint war wel war ar rouedad. Ouzhpenn 100 embregerezh o deus lakaet o anv war Stal.bzh dija. Digoust eo an enskrivadur.

D’an 8 a viz Even eo raktreset lañsañ Stal.bzh. Ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll a zo bet lañset gant ar gevredigezh a laz hollek evit klokaat ar budjed. Kit da zizoleiñ ar video en-linenn!

stal.bzh
kengo.bzh/projet/1711/stalbzh