Meurvein : « Bemdez e vez dizoloet traoù nevez »

Get o enskrivadur àr roll an Unesco emañ Meurvein Karnag ha Ribloù ar Mor-Bihan edan selloù an holl. N’int ket distag doc’h ar bed. An holladoù savadurioù bras-se zo tachennoù enklask fiskal bepred.

An teir dimezell e Sarzhav. Vivien Heitz

O envel « mein bras » a hañval bout vil… Mein bras zo anezhe neoazh, a zispleg Elena Paillet, mirourez-rannvro àr an arkeologiezh. « Ar meurvein, ha dre-vras ar monumantoù a gaver ar muiañ en tachad enskrivet àr roll ar Glad bedel zo mein dreist-holl, mein-sav, taolioù (taolioù-maen) ha torgennoù (krugelloù) bet savet get an dud. » N’eus ket par d’ar vro-mañ abalamour m’int stank-stank enni, hep douetañs erbet.
« Monet a rant d’ober un hollad savouriezh hep par a-dra-sur », eme kadarn an arkeologour a zo bet é plediñ get an enskrivadur.

Digarezioù skiantel kaer

Na bout int bet laket àr-wel bremañ, a-gaoz d’o renk nevez, emañ dinec’h an enklaskourez : « Daet e oa an enskrivadur da wir diàr ur stad ag an enklask dres d’un ampoent, mes ar soñj eo tenniñ splet ag al lusk-se evit kas ar raktresoù àr-raok ! » Kement a draoù zo da zeskiñ c’hoazh a-ziàr an aspadennoù-se ag an Neolitik. « Bemdez e vez dizoloet traoù nevez, a lavar an enklaskourez en ur vousc’hoarzhin, ar meurvein zo testonioù ag ul luskad kevredigezhel nevez ma oa daet fesonioù beviñ arall àr-wel : arsav da gantreal, sevel loened, labour an douar, efedoù diàr live ar mor éc’h uhelaat. »
Get an taol-sklêrijenn-se e soñj d’an enklaskourez e vo gellet kas an enklaskoù buanoc’h àr-raok, degas raktresoù nevezus ha dedenniñ studierion ag ar bed-holl. « Digarezioù kaer a vo da denniñ splet a hentennoù skiantel nevez evel an douaroniezh fizikel (evit diskoachiñ lec’hiadoù kuit d’ober furchadegoù) pe ar baleogenetegezh dre studi an eskern (evit gouiet petra a zebre an dud, a-ven e oant). »

Penn-kentañ un avantur nevez

Enskrivadur ar glad-se zo frouezh oc’hpenn dek vlezad labour ha n’eo ket hep distro tamm erbet. Muioc’h evit biskoazh e vroud obererion an tiriad da ziwall ar glad-se. « Testonioù hep par zo ag ar meurvein-se daet betak ennomp a-hed ar milvedoù. Un afer kaer-eston eo ! Ar steuñv meriñ zo bet boulc’het geneomp, get palioù a-fet kêraozerezh, annez… Ni, tud ar vro, dilennidi, tud a vicher pe skiantourion, hon eus razh ur roll da c’hoari bremañ evit ma vo an testonioù-se ken kaer bepred a-benn 100 pe 500 vlez. Ur gwir labour stroll eo ! », eme Elena Paillet evit kloziñ. Penn-kentañ ur gaer a avantur nevez.

Perlezennoù arall ag an Neolitik, e-maez tachad an Unesco, zo en hor c’hornad : lannegi Lanvaoz. « Ur c’hornad hep par, evel deskrivet get an arkeologour Philippe Gouezin, mand eus oc’hpenn 350 a vonumantoù gwarezet fiskal-mat.» Un tachad stank, ma c’heller kas enklaskoù da benn ivez : « Aspadennoù a gaver c’hoazh edan ar struzh, evel ar pezh a zo bet diskoachet e koad Koebi, e Tredion.» Al lec’hiad-se zo bremañ àr un dro get 38 lec’hiad arall a-barzh un hentad talvoudekaat e lannegi Lanvaoz : un hentad savet evit kennig lec’hioù bale d’ar weladennerion get alc’hwezioù kompren, « kement ha roiñ tro da bep unan da vonet pelloc’h ! »

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon