Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Actualités

Comités de lecteurs brittophones

Culture
24/05/2021
Participez à la création de comités de lecteurs brittophones
L’agglomération, en partenariat avec Ti ar Vro Bro Gwened, vous propose de participer au comité de lecteurs brittophones qu’elle a mis en place cette année.
UN COMITE DE LECTURE, POURQUOI ?

Dans sa politique de soutien aux langues de Bretagne, Golfe du Morbihan - Vannes agglomération souhaite favoriser et faciliter l’accès à la lecture en breton. Pour cela, elle a besoin de s’appuyer sur les structures du territoire qui sont concernées. C’est une occasion :

  • Pour les auteur.e.s : de se faire connaître des médiathèques partenaires, des établissements scolaires, des ateliers d’écriture ou d’apprentissage de la langue.
  • Pour les acteurs de la lecture publique : de mieux considérer les besoins, goûts et approches des brittophones.
  • Pour les élèves : de faire valoir leur apprentissage, d’exprimer leurs goûts,
  • Pour les « petits » : d’en apprendre des plus « grands » apprenants.
  • Pour tous : de montrer que notre langue est vivante, qu’elle doit être accessible.
POUR QUI ?

Plus largement, ce comité est ouvert aux enfants et adultes. Les ateliers associatifs d’apprentissage du breton participeront dans des modalités différentes.

À L’ÉCOLE - EN ATELIER

Dans votre établissement, nous vous proposons de vous inscrire à ce comité de lecteurs. Ce sera l’occasion de faire s’exprimer vos élèves sur leurs lectures, à raison d’une fois par trimestre. Le projet est simple et accessible.
Classes concernées : cycles 1, 2 et 3 / collégiens.

COMMENT ÇA SE PASSE

Chaque trimestre (semaines 47, 08 et 21), vos élèves nous font part d’un livre qui leur a plu. Il peut s’agir d’une lecture en classe et au programme, d’un choix personnel s’il est lu à la maison. Il peut être : une bande dessinée, un manga, un roman, une création…

La classe propose :

  • Un texte en 250 mots qui présente l’ouvrage : il aura été rédigé par vos élèves. Une vignette du livre ou une photo de l’auteur.e : ce sera une bonne occasion d’entrer en contact avec lui / elle.
  • Ces éléments seront en ligne sur la page « Bretagne et patrimoines, Glad ha sevenadurioù » de Golfe du Morbihan – Vannes agglomération. Nous vous invitons à consulter cette page de vulgarisation de la matière de Bretagne.

  • Une présentation sous forme audio ou encore mieux, vidéo : les élèves nous expliqueront leur choix : pourquoi ce livre, qu’ont-ils aimé, pourquoi… A vous de cadrer l’expression.

COMMENT S'INSCRIRE ?

Contactez Agathe LOUIS - 06 21 90 25 52 - a.louis@gmvagglo.bzh
Retournez-nous la fiche jointe « Strollad Lennerien » pour le vendredi 11 juin. Nous vous adresserons une confirmation et répondrons à toutes vos questions.

Téléchargez le bulletin d’inscription


Dindan ar seizh uhel - Fañch Rebours

1) Fañch Rebours

CLFañch Rebours ganet e Paimpol e 1972hag o chom e Lanloup (22) zo  ur skrivagner e galeg ha brezhoneg met ivez ur c'helenner e klas  Galleg/Brezhoneg ha c'hoazh ur sonour ha memes ur politikour. Skriv  a ra romantoù naturalist ha troet diàr ar mor.  Da skouer, Krouman, Pimkalet ha Pimtener, pomperien e Breizh,  Aline et moi ha dindan ar seizh avel.

2) Ar bigi er XXvet kantved

Pal kentañ dindan ar seizh uhel zo diskouez penaos e oa ar mor d'ar  mare-se. Un dore da c’houzout hiroc'h diàr benn ar vuhez war al  listri-pesketa pe kenwerzh a oa ken niverus all war vor e penn kentañ  an XXvet kantved.

3) Petra eo dindan ar seizh avel ?

Ul levr get 66 pajennoù e lec'h e vez kavet :  Dannevelloù : Avantur Aogust, mous d'an Island hag Avantur Klaoda,  kabhornez vihan, tresadennoù brav get Agnès Guillot a vo e pep  bajenn al levr.  Met 'bez eus ivez displegadennoù ouzhpenn dedennus evit displeg  traoù eus an danevelloù met e-barzh ar vuhez.  Ha c'hoazh c'hoarioù meur war an istorioù hag an Istor.

4) An danevell 1añ Avantur Aogust , mous d'an Island

2Avantur Aogust , mous d'an Island :  Mont war vor evit e damm blijadur N'eo ket, evit gounit e dammig  bara ha poaniañ evit en ober, ne lavaran ket ! Aogust zo o vont  d'ober gwelloc'h anaoudegezh gant buhez kalet paotred ar Peskerezh  vras er-maez d'an Island. Pebezh beaj evit ur mous ken yaouank !  Desket 'vez e-barzh an destenn 1añ e z'eus Aogust : Aogust Louarn  ganet d'an 11 a viz Meurzh 1902 en Paol, e 1911 (e-pad an istor ) en  d'eus Aogust 9 bloaz ur mous eo get vreur Erwan hag e genderv  Adrian war ur bag, aze eo klañv Aogust, deskrivet eo ivez al lec'h.  Arlerc'h e 'vez gwellet ar c'hapiten Frieg, ezomm en d'eus Aogust ur  medisin, lest-ospital ar Saint-François d'Assise marteze !  Gwelet 'vez ivez buhez familh Aogust get e breudeur Erwan ha Loeiz,  e vamm hag e c'hoant lakaat Aogust er skoll publik.  Arlerc'h etre gwallhunvreoù, stokadennoù tri moraer e vo Aogust  matoc'h.  A benn ar fin e z'eus ur gourfenn skrid eus e vuhez e Alamagn ha  Breizh

5) An eil danevell

Evit Klaoda avat, merc'h ur c'habiten kabhorner, ez eo un afer all. Hi  ivez a raio un hir a veaj, tro-dro d'ar bed. Ha ne vo ket didrabas, me  lavar deoc'h !  Gwelet e vez tro ar bed Klaoda, kavandennoù diaez ha ispisial en  d'eus get e zud, dispartiet e vo eus anezhañ met skrivet 'vez geti e  veaj, e pad ar veaj se e vo gwelet Gwenole un den ispisial eviti, tout  Europa ha Kaledonia hag e distro.

www.coop-breizh.fr/9868-dindan-ar-seizh-avel

MORELET Aelig - 1añ7 - SFX

Berrskrid al levr “Laetitia” get Yann-Fañch Jacq

Yann-Fañch Jacq

Skrivagner hag embanner ar yezh brezhoneg eo Yann-Fañch Jacq. Ganet e Konk-Kerne, Yann-Fañch  oa ivez ur c’halvezour hag un desaver, labouret en doa e Kan ar Mor ivez. Dont a ray da vout rener  hag e penn ur greizenn dudi e Treglorou e-pad 9 vlez. Eñ en deus paouezet da ganal rak cheñchet he  doa e vouezh. Kelennet en doa ivez en ur skol Diwan. Kroget en deus da skriv levrioù e 2000. D’ar 17  a viz Gwengolo e 2016 en doa gounidet ar c’holier “Ordre de l’Hermine” get Emsavadur sevenadurel  Breizh (Skol-Uhel ar Vro).

Berrskrid al levr

1Al levr Laetitia oa bet skrivet getañ e 2018. El levr e konter istor Youenn David, un den kozh hag a vev  en ur c’harter sioul. Youenn en deus savet e-pad un noz rak klevet en deus un trouz spontus. Kavet  en deus daou den marv e-tal ur c’hroashent brudet evit bout danjerus. Neuze, divizet en deus gervel  an archerien. An dez war-lerc’h, pa oa o pourmen nepell eus an ti, en deus kavet korf ur plac’h etre  18-20 vlez mes n’eo ket marv ar wech-mañ. N’en deus ket c’hoant mont d’an ospital neuze Youenn  en deus divizet gervel he c’hoar klañvdiourez, da vout e-karg eus ar plac’h yaouank. Anvet eo Laetitia  Le Gourrierec hag he zud, archerien anezhe, a vev e-tal karter Youenn : ar memes archerien en doa  galvet un nebeud devezhioù araok, pa oa bet ar gwallzarvoud. An den kozh a zesk he doa kuitaet  Laetitia ti he zud pa oa 16 vlez ha bremañ e oa dougerez. Furchal a ra Youenn en ur sal sport hag e ya  da labourat el lec’h e vez distrujet ar c’hirri-tan evit e enklask. Mont a ra da gaout karr-tan Freddy,  breur Laetitia. Eñ en doa goulennet 3 devezh araok (un devezh war-lerc’h ar gwallzarvoud e-kichen ti  Youenn) da zistrujañ an oto ha lakaat anezhi e tammoù bihan. Er fin e vez kavet eo Paolo ha Freddy o  doa c’hoant ober droug da Laetitia. Mes Youenn en deus diskoulmet an afer rak en arvest diwezhañ  en doa enrollet komzoù Paolo ha Freddy ha kapiten ar polis oa ivez dirak an ti evit tapout anezhe

www.librairie-gallimard.com/livre/9782868243140-laetitia-yann-fanch-jacq

GWENN BERRSKRID

A-dreuz ar c’hantvedoù - Herve Gouedard

1E 2014 e oa bet embannet an dastummad “A-dreuz ar c’hantvedou” skrivet get Herve Gouedard, da heul embann pep pennad al leoc’h er gelaouenn Ya ! etre miz Kerzu 2012 hag Eost 2013. Ennañ e kaver pennadoù berr a-ziwar temoù lies : elfennoù istorel, lec’hioù disanavet, istorioù tud pe savadurioù get un titl, un arroud, hag ur foto, pep hini renket hep urzh kronologel. Posubl eo kavout ur pennad war kêriadenn Asteriks war ur bajenn hag unan war un ti kastiz e Brest just goude. Aesoc’h eo neuze da lenn en ur gemer ur bajenn dre zigouezh pa hon eus un nebeud amzer. Liammet int neoazh get istor Breizh, karet get ar skrivagner, konter hag heñcher Herve Gouedard o taolenniñ istor hon bro get fent ,gwezh-a-vez en ur roiñ un danevellig. An darvoudoù meneget a zo berr ivez, da lâret eo ne padont ket ur bochad amzer, roet vez kalz munudou ha prientet vez anezhañ get ur savboent disheñvel doc’h hini un istorour. Evit tangwall Roazhon 1720 da skouer: ur gwallzarvoud distegnet get un elfenn-tan kouezhet war skolpoù koad e-barzh lab ur munuzer-koadgwashan tangwall istor ar gêr- klasket vez taolenniñ ar pezh c’hoarvezet en un doare da lakaat an dud da ijinañ an traoù evel en un istor bihan. Komzet vez ivez eus ar gouzañverien niverus ha graet vez ul liamm get an amzer a-vreman en ur aliañ an dud da gweladenniñ ar gêr evit divinout peseurt savadurioù e mesk ar re a welomp o deus treuzet ar gwalltan. Santet vez neuze pegen entanet ha dedennet eo ar skrivagner, hag an dra-se da bep pajenn, plijus eo da lenn neuze.

www.brezhoneg.org/fr/livres/dreuz-ar-c-hantvedou

Loeiza, BZG 1, Lise SFX, Gwened

E-kreizh an noz ‘zo un danevell skrivet get Yann-Fañch Jacq

E-kreiz an noz

1E-kreizh an noz ‘zo un danevell skrivet get Yann-Fañch Jacq a zo deuet er-maez e miz Du 2020.

Met piv eo Yann-Fañch Jacq?

Yann Fañch-Jacq oa ur c’helenner e skol Diwan e Penn ar bed ha resisoc’h e lise Karaez. Aet eo d’ar

retred 4 bloaz ‘zo. Koulskoude, ouzhpenn kelenner eo an Ao. Jacq : skrivagner hag embanner eo ivez.

Skrivet en deus danevellou evel « E-kreiz an noz » met ivez romantoù.

An istor

E-pad an istor-mañ, heuliañ a reomp Dimitri a zo un daou ugent vloaz bennak anezhañ. Labouret en

deus get an divroidi e bro-C’hres e-pad bloavezhioù. Distroet eo e ker e dadoù e Saint Germain

Lembron e Puy-de-Dôme. E-pad un abardaevezh orajus, Dimitri a zo galvet get un den n’anavez ket. Pa diskrog ar bellgomz, mouezh ur plac’h eo a glev. Ar plac’h-mañ a zo Anvet Audrey. Graet he deus un niverenn fall. C’hoant he doa da c’hervel he mignonez Jessica a zo eviti un tu da dec’hout kuit eus he c’hudennoù. Goude ur c’hendiviz get Audrey, Dimitri a zesk un dra diwar-benn Audrey: he-unan emañ er gêr rak he mamm zo dalc’het ha ne c’hell ket bezañ distro d’ar gêr abalamour d’ar gorventenn.

Desket en deus Dimitri un dra all hag a zo tristoc’h

Audrey n’he deus james gwelet he zad. Tech’et en doa kuit hep he anavezout evel tad. E-pad tout an nozvezh, Audrey he deus kontet he buhez da Dimitri a oa aketus war tout ar poentoù. An daou a blij dezho bezan an eil gant egile hag an abadenn man a lak Dimitri da sonjal pegen plijus eo. O klevout he mouezh, tro-dro da 15 bloaz he deus. O kontañ o buhez e tizolont ne vevent ket ken pell an eil d’egile. Dibab a reont un deiz hag ul lec’h evit un emgav, e ti gar Issoire, ar gêr e-lec’h e vev Audrey. Pa erru Dimitri eno e ya en ostaleri « Table d’Arthur », just e-kichen ha kemer a ra ur bane kafe da c’hortoz Audrey. Ur servijerez a erru ha roiñ a ra da Zimitri ur gerig leusket get “ur plac’hig” ur c’hardeur a-raok. Ar gerig-mañ a servij da drugarekaat anezhañ evit an nozvezh he doa tremenet. Sinet e oa get Audrey.

www.librairie-gallimard.com/livre/9782868243447-e-kreiz-an-noz-yann-fanch-jacq

Lylian Nouail

Voir l'actu en breton