Trofeoù an ekonomiezh : Bearops, vaksin ar sibersurentez, en deus tapet ur priz

Steven Carier, bet studiour e Skol vroadel uhel an ijinourion e Kreisteiz Breizh, zo aet ar maout getoñ evit Trofeoù ekonomiezh an tolpad. Eñ hag a zo sot get ar Redteam, da lâret eo ar marmouziñ argadennoù evit atiziñ emzifenn an embregerezhioù, zo bet loreet get ar priz ispisial embregerezh kevreet. E 2023 en doa savet ar Gwenedad-mañ e embregerezh, kentizh ha tapet e ziplom getoñ. Bearops zo staliet er vagerezh Prism (gorerez embregerezhioù an tolpad) ha kennig a ra diskoulmoù d’an embregerezhioù ha d’ar strollegezhioù, dezhe da vout e stad da anavet ar siber-gourdrouzoù. E-giz ur vaksin ec’h a ar meziantoù-se da varmouziñ drougemelloù eneberion evit anavet frailhoù ar sistemoù hag o difenn gwell goude-se. Dibarder an embregerezh : Bearops a gennig gober embregoù drougemell fizikel ivez (get ur fals-degasour da skouer), evit amprouiñ surentez a-bezh an embregerezhioù.
Ur gwir « warant onestiz » eo ar priz-se ha sikour a ray embregerezh Steven Carier hag e skipailh da vout gwelet mat er c’hornad ha da lakat an dud da anavet ar sibersurentez dreist-holl. « Diàr siber-gourdrouzoù e c’hell servijoù zo bout arsavet ha netra ken, en ospitalioù da skouer. Roadennoù prizius a c’hell bout laeret hag obererezhioù industriel chom a-sav penn-da-benn. Kalz a vern ment ar framm. » Un tem ha n’hell ket bout muioc’h doc’h ar c’hiz en termen-mañ pandeogwir emañ an embregerezh e-kreiz he lañs ha chanter ar Pol Skiant ar Roadennoù ha Sibersurentez edan he selloù bemdez !

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon