Bras eo tachad meurvein Karnag ha ribloù ar Mor Bihan, lakaet àr roll glad ar bed get an UNESCO, hogozik 1000 km² edanoñ ha 28 kumun ennoñ. Penaos gober anavedigezh getoñ ha bale-bro ennoñ ? Evit respont d’ar goulenn-se emañ bet savet kartenn skeudennaouet ar meurvein hag a c’heller kavouet en tier touristerezh.
- Razh al lec’hioù zo digor d’an dud en un taol-lagad. Diàr ar 550 monumant renablet ec’h eus ur bochad ha n’heller ket gwelet. Un hanter-c’hant lec’h bennak ma c’heller degemer tud zo diskouezet àr ar gartenn, kuit a glask tro. An dibab-se zo kenniget get Maeziadoù Meurvein, gouizieion a fiziañs !
- Traoù kaer d’ober a-hed ar blez : bourraploc’h e vez kemer tro ag un dro-vale evit gweladenniñ ul lec’h pe beviñ un avanturig. Troiadoù, alioù lipous, gwelioù kaer-eston… Ofisoù touristerezh ar Mor Bihan ha Bae Kiberen a embann deoc’h razh ar sekredoù-se evit ur valeadenn hep par hag ho kouvi, diàr-bouez kodoù QR, da welet pesort troioù-bale a c’heller gober en àrdroioù.
- Peadra da c’hoari e plas an arkeologourion. Ur c’heriaoueg, ur frizenn gronologel, ur c’hwiz, peotramant istoerioù farsus… zo da gavouet dre ar gartenn ha titouroù rekis-mat da zastum evit kompren pep tra a-ziàr ar monumantoù-se ag an Neolitik ha paboriñ dirak ar re arall !