Diveskiñ mat an dilerc’hioù, bourriñ é liorzhiñ, beveziñ get aviz… Dre stignadoù skol an tolpad, soñjet evit bugale ar skolioù kentañ derez er c’hornad e kenlabour get ar skolaerion, e vez kenniget sikour an danvez keodedourion da deurel fed doc’h ar bed kizidik ha bresk a zo tro-ha-tro deomp. Evit klokaat an danvez kenniget ha ledanaat an temoù a sell doc’h an endro e kennig an tolpad atalieroù nevez. Da-geñver an atalier bevliessorted “o zreid àr ar geot” ec’h ay ar vugale betak ar park tostañ peotramant un tu bennak er gumun e-mesk ar girzheier, evit gober anavedigezh get ar plant hag al loened, karnedoù brastresoù ha boestoù-brasaat gete. Get an taol buheziñ-se, kaset en-dro dre ziv abadenn get Clim’Actions Breizh, e vo kenniget da vugale ar c’hlasoù KD2 ha KE2 deskiñ hiroc’h a-ziàr an darempredoù a vez etre ar spesadoù bev a bep sort ha kompren penaos e ra an ekoreizhadoù evit em ober doc’h chañchamant an hin.
Evit sachiñ evezh ar vugale àr an dober a zo a wareziñ ar pourvezioù dour e vo kenniget div abadenn a-ziàr kelc’hiad an dour e kenlabour get Dour ha stêrioù e Breizh. Taolioù-arnod en ur c’hoari hag ur c’hoari roll bras a vo àr roll an devezh…