Rotelerezh : pep unan e ziskoulm

Evit ma vo frouezhus hon dilerc’hioù boued evit an douar, kuit ag o lakat er boubellenn hag evit ma vo maget an douar gete, e kennig an tolpad meur a ziskoulm evit gober rotel. Lec’hioù degas a-ratozh, pep a roteler pe rotelerioù boutin : pep unan a gavo e lod !

Abalamour ma’c’h eus lojerisoù a bep sort er c’hornad e kennig an tolpad meur a sistem roteliñ. Neuze e c’heller staliiñ rotelerioù boutin el lojerisoù a-stroll hag en annezoù ma vez lec’h a-walc’h edan tachadoù glas. A-barzh ar rotelerioù e vez forzh buhez get ar mikrobed, mes tro-ha-tro dezhe e vez skoulmet liammoù sokial, en arbenn ag an dud a-youl-vat dreist-holl.
Testoni get Carole ha Sandrine er c’harter Pompidou

Petra eo roll an dud dave ?
Sellet a ramp mand a mat ar rotelerioù en-dro, hon tamm standur e vez bep Sul vintin. Kejmejiñ a ramp ar rotel evit e aveliñ, danvez sec’h a lakamp oc’hpenn mar bez re c’hleb. Doc’h an dro e vez lamet boued pe sac’hadigoù n’o deus netra d’ober er rotel. Hor roll eo ivez sachiñ evezh an dud àr ar rotelerezh, ha neuze diviz gete hag aoziñ prantadoù plijus…
Perak hoc’h eus choazet lakat ho poan er roll-se ?
Get pep unan ac’hanamp hon-div e veze graet rotel er gêr àr hor balkon mes ne oa ket mat deomp kement-se… P’hor boa gouiet e c’helle an tolpad staliiñ bailhoù en hon tachadoù boutin ha roiñ harp evit roteliñ, hon eus kavet e oa un digarez brav. Bourriñ a ramp é ober an dra-se hon-div asambl, atav e vez plijus chom un tamm er-maez, skrabellat an douar, aveliñ hor penn ha soñjal àr un dro e vo bihanaet hol lastez-ti diàr ober kement-se !
Petra eo ar reolennoù àr al leur roteliñ ?
Ar soñj eo harpiñ an dud, hep barn, evit o broudiñ d’ober rotel ! Aliiñ a ramp an implijerion da droc’hiñ ar plusk munut evit ma tay buanoc’h ar breinadur, hag oc’hpenniñ ur pezh dornad deil sec’h pe drailhaj kavet àr al lec’h evit gober danvez sec’h.
Penaos e tro an traoù get ar bailhoù roteliñ ?
Ar bailh kentañ zo evit degas danvez, lec’h ma vez dastumet an dilerc’hioù organek (plusk, markoù kafe, frouezh ha legumaj bloñset…). An eil bailh zo evit an danvez sec’h get an drailhaj koad hag an deil sec’h, a ranker lakat un dornad anezhe bep gwezh ma tegaser plusk evit ma vo kempouez an traoù. Pa vez leun ar bailh degas e lakamp an danvez anezhoñ er bailh dareviñ. Er mod-se e chomay hogozik 10 miz hep na vehe degaset netra oc’hpenn. Àr-lerc’h ar bazenn-se e vez lakaet ur bailh arall emservij, get douar-teil tamouezet, d’an dud da warnisiñ o fodoù hag o c’hestoù-bokedoù ma faot dezhe.

Gouiet hiroc’h : Faotiñ a ra deoc’h donet da vout un den-dave ? Dait e darempred dre dechets@gmvagglo.bzh pe en niv. 02 97 68 33 81.

Rotelerioù a c’heller gwintiñ get givri, un diskoulm a-feson en tachadoù kêriekaet ar muiañ
Evit ma c’hello an neb a zo é chom er c’hornad adaoziñ e zilerc’hioù bio, na bout emañ e tachadoù e kêr ha ma vez stank a dud é chom, e oa krog an tolpad da roiñ lañs d’un taol-esae e Sant-Teve un nebeud mizioù zo. Er mod-se e oa bet gellet esaeiñ meur a sistem evit diveskiñ al lastez ha kavouet an dafar a-vod evit ar c’harterioù ma vez stank a dud é chom ha gwelet pesort dafar a vehe gwell dispakiñ er c’humunioù arall diàr neuze. Lec’hioù degas a-ratozh a vo staliet enta, er c’humunioù ag an tolpad hag er c’harterioù kêriekaet ar muiañ, d’an neb a garo da c’helliñ degas e zilerc’hioù boued ha plusk e-tal ar gêr.

Ur wezh dastumet an dilerc’hioù bio-se get servijoù an tolpad e vint treuzfurmet en unvez tenniñ energiezh ha danvez organek (UVEOR) evit bout troet e rotel hag adimplijet get labourizion-douar ar vro. Un ugent lec’h bennak zo bet staliet dija ha dalc’het e vo da staliiñ lec’hioù ’rall betak 2026 er c’harterioù hag er c’humunioù.

Ec’h oc’h é chom en un ti ? Dait da gemer perzh en hon taolioù dasparzh a bep sort, ha roet e vo ur roteler deoc’h evit netra hag alioù prizius evit gouiet pep tra a-ziàr an dilerc’hioù bio.

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon