Niverus oc’h bet é tonet d’em gavout genomp da-geñver ar c’hejadennoù kafe chanter aozet genomp war leurgêr ti-gar Gwened evit gouiet hiroc’h a-zivout implijoù ar Pol eskemm liesvod da zonet. Kemeramp amzer, e-raok ma vo laket da vonet en-dro e fin ar blez, da embann hor respontoù d’ho koulennoù.
Evit diskargiñ ur veajour e vo dav tremen dirak ar gar bepred ?
Pas, setu unan ag ar cheñchamantoù pennañ a vo en adkempennadur-kêr-se just a-walc’h. Adal miz Kala-Goañv 2025 e vo gellet diskargiñ ar veajerion e norzh ar gar, da lâret eo kuit da dremen dre ar vali Favrel ha Lincy. Get o bilhedoù e c’hellint bout diskarget e-harz an dreuzell (kronnell Norzh) ha monet rag-eeun d’ar c’haeoù evit tapet o zren pe monet d’ar gar kirri-boutin get an dreuzell evit em gavout er c’hostez su.
E-men lakat ma c’harr ma faot din monet kuit un nebeud deizioù get an tren ?
Kuit a dorriñ ho penn é klask ul lec’h da barkiñ e vo dalc’het da zegemer kirri e parklec’h Biler, 500 metr ag an ti-gar. 400 lec’h-parkiñ digoust zo eno, 5 munut hent àr-droad betak an dreuzell. Ar parklec’h bras-se, video-evezhiet, zo un diskoulm a-feson evit bourriñ disoursi ag e veaj.
Darempredet bras e vez àrdroioù ar gar lies-mat. Penaos bout sur e vo ar varc’hhouarnerion e surentez eno ?
Kempennadurioù an àrdroioù zo bet soñjet evit kinnig hentadurioù hep troc’h ebet, kalz a vern ar mod dilec’hiiñ choazet get an dud. Neuze e c’hello an dud àr velo monet-ha-donet etre an ospital ha kroashent-tro ar gar àr un hent divrodegoù nevez, daoudu ha dispartiet doc’h an hentoù arall, kement ha gwarantiñ o surentez. Àr-lerc’h e vo aes d’an dud àr velo monet d’al leurgêr pe d’an dreuzell adal ur blasenn ma vo tud àr droad ivez. An hent-se, treset mat, a vo laket àr-wel get merkoù àr al leur. Pep unan a c’hello gwelet ha bout gwelet a-bell zoken !
Ha nend eo ket ar gar e riskl a vout stanket buan, dre ma vo aeoc’h monet di ?
Nann. Gwir eo e vez degemeret oc’hpenn daou vilion a veajerion bep blez get ar gar (oc’hpenn un hanter muioc’h a-c’houde 2017 abalamour d’an tizh bras), en drivet renk e-mesk ar garioù darempredet ar muiañ e Breizh. Neoazh, get ar c’hempennadur nevez hag ar PEL e vo muioc’h a ziskoulmoù evit monet d’ar c’harter-se hag er mod-se ne chomo ket bourdet an dremeniri just a-walc’h. Oc’hpenn-se e c’hello ar veajerion a garo monet rag-eeun d’ar c’haeoù dre an dreuzell get div gronnell, pignerezoù hag hentigoù àr zinaou bihan àrnezhi.
Evit gouiet hiroc’h : traoù arall hoc’h eus da c’houlenn ? Emgav e pem-gare-vannes.bzh