Pand arru Rewiz titouroù servijoù e kêr

2506_SAR_ECO_Nouveau_RIS(c)F.LeDivenah_GMVA

A-c’houde kreiz miz Mezheven emañ Rewiz titouroù servijoù e kreiz-kêr Sarzhav, e-kichen an deñzorerezh kozh, en un ti akomod ha renevezet. Ar servijoù-se, a zo aet al label Frañs Servijoù gete, a oa e tachad Kerolier e-raok. Aesoc’h e vo monet di a-vremañ pand int er vourc’h hag e-kreiz ar C’hourenez. Nag ec’h eus bet chañchet lec’h emañ hañval ar servijoù bepred : yec’hed, familh, retred, gwir, lojeris, telloù, klask labour, skoazell niverel. Get ar c’huzulierezed e c’heller bout harpet evit kement difrae melestradurel pemdez a vez. Gellet a reer ivez bout gete atalieroù da zeskiñ gober get ar benveger niverel.

Evit gouiet hiroc’h : https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/mon-quotidien/solidarites/info-services/

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon