An tolpad ha Kambr Micherioù hag Artizanerezh Breizh a gennig sikour an artizaned da gavouet a venn e ta ar c’halavr boued, da lakat o boazoù mat àr wel ha da vout kevezusoc’h en ur zerc’hel da respont da c’hoantoù ar vevezerion. Hélène Pesson, pretiourez e Pleskob, a gemer perzh en oberiadenn-se. Setu amañ he zestoni.
Kontit deomp petra a rit…
Àr-lerc’h 23 blez é labourat en industriezh ar boued em boa chañchet hent evit gober ar pezh a vourren é ober : keginiñ. Tapet em boa daou destoni gouested vicherel (TGM) àr ar c’heginerezh hag ar magadur-yec’hed e-raok digoriñ ar preti Cook’n Boc 5 blez zo. Keginiñ a ramp diàr broduoù fresk, ag ar vro, ag ar c’houlzad, evit alejiñ meuzioù ha gwastilli lipous ha yac’h. A-gaoz ma oa labourizion-douar ma zud-kozh on bet akourset da alejiñ boued diàr broduoù al liorzh. Razh hor meuzioù, lakaet a-barzh bokaloù, a c’heller debriñ àr al lec’h pe kas er bokaloù fiziet. Get an tinellerezh e vez mem mod, arbaret e vez pep tra àr bladennoù fiziet.
Chom hep kalavriñ zo a-barzh genennoù ho preti, perak oc’h bet er stignad foranerezh ebet ?
Da gentañ e oan bet kontant bras get an aodit, é welet petra a raemp mat ha petra a c’hellemp gober gwell àr dachennoù arall. Ur steuñv oberoù hon eus savet evit bihanaat hon dilerc’hioù boued. Da skouer, poueziñ a ramp hon dilerc’hioù plant evit gouiet pesort kementad a vez rotelet geneomp ha gelliñ monet àr-raok. Dibabet hon eus hor pourvezerion evit chom hep dibluskiñ lod legumaj hag a zo bio pe hep treterezh da skouer. Er mod-se e chom bihanoc’h a blusk, na bout int mat da roteliñ, kar ar pep gwellañ eo chom hep endevout dilerc’h ebet ! Desket em eus traoù ivez a-fet reolennoù : ur sailhad rotel, da skouer, a rank bout goloet atav. Get ar stignad-se e vimp labelaet « Artizan Foranerezh ebet » moarvat, ar pezh a zo ur mod fiskal da lakat ar gaoz àr an traoù-se get hor pratikoù !