Ur mor a chañchamantoù zo kemennet a-benn 2025 el lastezerezhioù. E Gwened (lastezerezh Tohanig) e vo an treuzfurmadur splannañ. Serret e vo dorioù al lastezerezh er mizioù-mañ ’za evit gelliñ boulc’hiñ ul lodenn a bouez ag al labourioù. An deiziadoù ma vo serr al lastezerezh a vo embannet edan berr dre ar rouedadoù sokial, e lec’hienn internet an tolpad, ha skritellet e vint àr al lec’h. Abalamour ma vez darempredet get muioc’h a dud hag evit ma vo hervez ar reoladoù a vremañ e oa afer gober labourioù evit gelliñ brasaat al lec’h degemer hag ar c’haeoù ha sevel tachadoù a-ratozh evit ar filierennoù nevez (adimplij…). Evit ar surentez e vo savet hentoù dastum lastez kuit d’ar c’hamionoù a dremen dre an tachadoù ma vez degaset an dilerc’hioù. Ur gloued a vo staliet ivez e moned tre lastezerezh Tohanig ha lastezerezhioù Ploveren, Sant-Teve, Teiz-Noaloù hag an Elven a-benn an hañv, evel re Aradon ha Lokmaria-Gregam a zo serret dija. Rekis e vo d’an dud endevout ur gartenn hepken evit monet da razh al lastezerezhioù ag an tolpad a zo serret a-bouez ur gloued ha gelliñ a raint monet-donet ken lies ha ma karant.
Gouiet hiroc’h : Goulennit ho kartenn (unan evit pep tiad) dre hor furmad enlinenn pe dre bellgomz en niv. 02 97 68 33 81.
Ur panellerezh nevez zo bet staliet e lastezerezhioù an tolpad.