Bep blez, en tolpad, e vez degaset un tammig oc’hpenn 26 000 tonennad glazaj d’al lastezerezhioù, da lâret eo 145 kg get pep den. Evit treuzdougen, braeiat en ur mod industriel… ec’h eus dober bras a energiezh evit tretiñ ar glazaj-se a zo 85 % a zour enne. Traoù simpl a c’heller gober evit o implij el liorzh.
Touzadur glazenn : aour glas
Diàr touziñ ar glazennoù e ta ur bochad struzh hag a vez taolet gwall lies. Ha neoazh, geot zo danvez prizius evit drusaat an douar ha diwall doc’h ar sec’hor. A-feson eo an touzadur evit plouziñ al liorzh-legumaj : magiñ a ra an douar hag ar plant, diwall a ra doc’h ar c’hrignerezh ha doc’h mac’herezh an douar, bihanaat a ra kresk al louzeier strob ha derc’hel an douar gleb… Ma ne douz al liorzhourion namet al lec’hioù implijet da vat (hentig, lec’h c’hoari) ne vo ket lakaet kement a boan gete hag e c’hello ar pollenerion hag ar bobelaned kavouet tachadoù repu eno.
Braeadur : diskoulmoù an tostañ ar gwellañ
Ag ar choaz eo an deil sec’h, ar c’hrennadoù girzhier hag ar brousgwez braeet evit plouziñ. An drailhaj-se a zegas boued a-feson evit al liorzh-legumaj, ar bodadoù plant, sichennoù ar gwez hag ar girzhier. N’hoc’h eus braeer erbet ? Meur a ziskoulm zo. Tremenit an douzerez dousik àr an deil sec’h hag àr ar c’hrennadoù girzhier a zo glas bepred (1 cm treuzkiz) ha fiskal e vo an disoc’h. A-du-arall e kennig an tolpad ur servij braeadur er gêr evit braeiat skourroù betak 15 cm treuzkiz. Get un den a vicher e vez graet al labour, paeet evit ul lodenn get an tolpad, ha gelliñ a ra bout lakaet boutin etre an amezeion evit bihanaat ar frejoù c’hoazh.
Brankajoù : un eil buhez d’al liorzh
Talantoù dic’hortoz zo get ho prankoù ! Ma vezont berniet etre div renkennad pikedoù e stumm kaeoù sec’h e c’hellint bevenniñ lec’hioù en ur mod brav ha roiñ bod d’an avalaouerion… Ma vezont plezhennet tro-ha-tro da bikedoù e c’hello ar brankoù gober riblennoù kaer en-dro d’ar liorzhoù-legumaj pe d’ar bobadoù plant. Ar brankajoù tevañ ivez a c’hello monet d’ober harpelloù el liorzh pe keuneud d’ober tan.