Pe e vehent pikol lennerion albomoù dija, pe e vehent hunvreerion ha traken… ar re vitik a blija bras dezhe pa vez lâret istoerioù dezhe. Mediaouegoù ar Mor Bihan ho kouvi da zonet asambl gete da welet petra eo kostezioù al lennegezh evit ar yaouank. Adal an 10 a viz Genver betak an 10 a viz C’hwevrer, daet da Wened e-bourzh bulzun Gros Pif, d’ober anavedigezh get bed grafek Matthieu Maudet a zo karg a fent. Dait da welet e vrastresoù, da gompren penaos e labour, dait da dridal get istoer ar morlaer hag ar roue, lâret get ar skeudennaour e-unan en ur dresiñ, pe da gemer perzh en atalier krouiñ a-stroll evit gober pep tra eveltoñ pe dost ! Adal an 31 a viz Genver betak ar 25 a viz C’hwevrer e vo roet bod da bed flour Andrée Prigent get mediaouegoù Surzhur, an Drinded-Surzhur ha Sarzhav. Hon c’has a ray ar skeudennaourez da veajiñ a-dreuz he istoerioù karg a loened hag a from, get he ukulele, he sizailh hag he neñneñoù gwriet get an dorn hag a za rag-eeun ag he levroù…
Lennerion vihan : un droiad e bed an albomoù asambl get ar skeudennaourion