Adkempennet e vo tachad lenn ar Forest e Brandevi evit ma tay al lec’h-se da vout unan brav-kaer ha naturel en-dro ha soñjet evit aezamant ar weladennerion hag ar spesadoù bev zo é chom eno.
Tachad lenn ar Forest, anezhoñ diazlec’h diduiñ an tolpad, a oa é vonet àr ziskar tamm-ha-tamm er blezioù-mañ. Nevez zo, get kalite an dour é vonet àr vihanaat hag abalamour d’ar plant aloubus, ne c’helled ket mui kouronkiñ na monet get ar pedalo pe ar c’hanoe àr al lenn, a-gaoz d’ar re a lec’hid. An direizhderioù-se o deus un efed eeun àr stêr al Loc’h a dremen dre al lec’h dour.
Evit bout hervez ar reolennadurioù hag evit kendalc’h ekologel al lec’h e oa bet roet lañs da studiadennoù get an tolpad. Daou vurev-studi zo bet é labourat àr meur a senario adkempenn, asambl get dilennidi ar c’hornad, ar c’hevredigezhioù implijerion hag ar gevelerion.
Al lenn é tonet diàr wel, al Loc’h é tonet àr wel arre
Da-heul adkempenn al Loc’h, dezhi da vout en e naoz a orin, ha dre ma vo lamet al lenn tamm-ha-tamm, e vo gellet espern an dour, gelliñ a ray ar pesked tremen arre ha bihanaet e vo ar riskl a zic’hlann er c’hornad.
Ur choaz a bouez zo bet graet evit degas an natur en-dro hag àr un dro derc’hel da ginnig muioc’h-mui a ziverrañsoù : lemel ar stank. Get ur pal : lakat stêr al Loc’h da adkavouet he zres a orin, ha lemel al ledennad dour hag he chaoser pand int skoilhoù bras. Er mod-se e vo adkavet he lec’h get ar stêr e-kreiz an ilvid kozh bet prenet nevez zo get an tolpad, ha gelliñ a ray ar pesked hag ar gouelezennoù tremen enni arre. Get an arvez-se e troio al lec’h en un tachad gleborek bras hag a vo ur mirlec’h bevliesseurted.
Roiñ ar stêr d’an natur en-dro, skarzhiñ al ledennad dour, dismantriñ ar chaoser… Ne vo ket adkempennet ar stêr en un taol. Ar vetamorfozenn hir ha pell-se, hag a chañcho neuz al lec’hiad da vat, a bado etre 2026 ha 2030 enta. Neoazh, posupl e vo monet da bourmen c’hoazh e-pad al labourioù.
Ul lec’h adsoñjet evit ar sportoù hag an diverrañsoù
Get e arvez nevez e vo al lec’h edan hogozik 10 hektar oc’hpenn ha graet e vo brav d’ar vevliesseurted, mes evit kelo-se ne vo ket ankouaet e eil kefridi : degemer sportourion ha baleerion. Evit gwir e vo savet plañchodoù koad ha panelloù displegiñ evit ar baleadennoù hag evit gelliñ monet d’un enezennig. Gellet e vo monet tro-ha-tro d’ar votenn gastrel a zo bet koachet e-pad pell abalamour d’ar struzh. Miret e vo an traoù er-maez ha muioc’h a draoù a vo mem dre ma vo staliet un tachad bivakiñ hag un tennad sportel. Ha kement hag ober e vo kalz muioc’h a draoù d’an dud d’ober bourrapl asambl, get un davarn-dañs, leurioù piknik, un davarnig ha tachennoù-c’hoari…
Spesadoù hag a ranker gwareziñ
Get ar studiadennoù kaset da benn e 2022 àr al loened hag ar plant e Lenn ar Forest e oa bet gellet gouiet peseurt spesadoù a oa da gemer e kont evit ar choazoù a-fet kempenn. E-mesk ar re a zo gwarezet emañ maligorned Kemper, an dourgon, al loaioù-raned (plant) ha kazeged-aer ar stêrioù (nadozioù-aer).