Lastez : tamm vakañsoù ebet evit ar jestroù mat !

Ma vez divesket o lastez get an darn vuiañ ag ar familhoù e Frañs er greont pell nebeutoc’h a-bad o vakañsoù. Evit talvoudekaat hag adoziñ ar muiañ posupl a lastez, a-hed ar blez hag a-bad an hañv dreist-holl, e faot d’an tolpad sachiñ evezh ar weladennerion, abalamour dezhe da gas o lastez d’ar gêr en-dro gete (pe e chomehent en o zi-int, en unan feurmet, pe en un dachenn gampiñ…). Evel-se e vo dalc’het prop al lec’hioù foran evel an traezhennoù, hep na vehe taolet na strewet lastez. Ur wezh achu ho tevezh àr an draezhenn e vo poent deoc’h distroiñ d’ar gêr ha kas ho lastez genoc’h !

Adal bremañ e vo goulennet get an dud, pa guitaint an traezhennoù, kas o lastez gete hag o diveskiñ ur wezh arruet er gêr.

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon