Lod skolajiaded zo doazh àr ar matematikoù, lod arall zo donezonet kaer evit ar sonerezh… pe an daou àr un dro. Perak pas lakat an talantoù da vonet asambl ? Skolaj Rewiz a-gevret get Skol-arz Sarzhav a gennig klasoù get eurioù kempennet d’ar skolajiaded evit ma c’hellehent deskiñ dañsal pe soniñ ur benveg àr o amzer-skol. Ar skolajiaded a faot dezhe krogiñ geti a c’hell ivez dibab e-mesk an daou hentad-mañ : sonerezh pe dañs. A-hed o studioù er skolaj e c’hello o eurioù bout kempennet evit ma c’hellehent deskiñ danvezioù hollek e-ser deskiñ soniñ ur benveg (biolin, alto, violoñsel, saksofon, binvioù tos pe fleüt-treuz) pe dañsal (jazz ha dañs a vremañ). Pleustriñ en ul laz-soniñ, monet d’ar sonadegoù en Erminig, dañsal dirak an dud, diorren e skiant varn… Ur skrid-sonerezh karg a santidigezh hag a arlivioù zo kenniget d’an danvez skolajiaded !
Pleustriñ a-stroll, evel en ul laz-soniñ, a vez graet ar muiañ ar gwellañ.