Derc’hel get an taolioù-esae, stankaat ar c’hinnig, chañch linennoù… Kiceo, rouedad treuzdougen boutin an tolpad, a chañcho evit respont d’ho c’hoantoù. E-mesk ar chañchamantoù pennañ a arruo e miz Gwengolo : dispartiet e vo al linenn 8 (Pleskob Sant-Nolf) etre div linenn (Pleskob Ti-gar Gwened ha Sant-Nolf Ti-kêr), abalamour d’ar servij da vout efedusoc’h. Dalc’het e vo meur a servij arall da-heul taolioù-esae e 2024, evel an arsav e Plougouvelen (linenn 11) hag al linennoù d’ar Sul (D3 etre Sant-Teve ha Sine, D4 etre Aradon ha Teiz-Noaloù, hag al linenn noz evit ar studierion). Evit em ober doc’h astenn ar c’hêrioù ha tremen dre ar c’harterioù nevez e vo digoret arsavioù-dibenn nevez e Sine hag e Sant-Teve. Aliesoc’h e tremeno ar c’hirri-boutin àr linennoù zo ha staliet e vo skrammoù e bourzh, ma c’hello an dud gwelet rag-eeun e-men emañ o bus. Get kement-se tout e vo aesoc’h d’ar veajerion voas monet-ha-donet adal miz Gwengolo. Ha ken aes arall e vo lakat tud nevez d’em ziblasiñ get an treuzdougen boutin !
Evit gouiet hiroc’h :https://www.kiceo.fr/