Ur menez-tan é tislonkiñ, koskoriad an Heol… N’heller ket disoñjal ar maketennoù ag ar choaz savet get pare « C’est pas sorcier », an abadenn da zisplegiñ ar skiantoù. Geti e veze aes kompren an anadennoù luzietañ memes : trawalc’h e oa sellet doc’h ar maketennoù lem-laka. Àr un dra hañval en deus labouret an tolpad asambl get danvez ijinerion ag an ICAM (4vet blezad), tud yaouank hag a ouia doc’h ar skiantoù hag ampart àr al labour dorn.
Hag int da sevel peadra da lakat ar re vras hag ar re vihan da welet petra eo kelc’hiad an dour, a-gaoz da berak emañ pouezus er gwareziñ ha pesort riskloù a vez get an dic’hlannoù. A-c’houde pevar miz e labouront da sevel ur vaketenn etreoberiat hag a zay da vout un ostilh pedagogel evit kompren get pesort hent ec’h a an dour en un diazad doureier. Ar vaketenn a yay meur a damm d’ober anezhi. Get al lodenn anezhi a c’hellor soubiñ en dour e vo moian da ziskoueziñ efedoù obererezhioù an dud àr ar pourvezioù dour, an dic’hlannoù, roll an tachadoù gleb hag ar c’harzhaoueg… Bout eo ur vaketenn da welet hep mank !