Netra ne vo kollet, pep tra a vo treuzfurmet pe dost àr chanter ar C’hampus dataskiant ha sibersurentez e Gwened, ma vo degemeret ar studierion gentañ en distro-skol-mañ ’za. Get ar chanter blein-se e faote d’an tolpad adwelet penn-da-benn e feson da reneveziñ tier ha roiñ un eil buhez d’an dafar tennet diàr savadur kozh ar gambr kenwerzh ha greanterezh. Ur sell a-dostoc’h doc’h ur pikol oberiadenn adimplij.
Àr-lerc’h ur prantad distaliñ pizh e oa bet graet a-benn-kaer get an dafar e stad vat a oa àr al lec’h. Nav c’houbl-kamm ur framm koed zo gellet adimplij neuze, aveit al leurgêr hag al lec’h beloioù.
En holl ec’h eus bet implijet ’gozik 12 tonenn dafar àr al lec’h, en o mesk 40 m² gwerennadur hag ac’h a diàr vremañ d’ober ul lodenn ag an ti-gwer e toull-digor ar savadur. Un dae teknikel hag ur c’hresk doazhoni aveit an embregerezhioù a-barzh an taol.
Hogozik 300 m² mein-sklent naturel zo bet adtapet ha kavet un eil buhez dezhe àr bardaj ar savadur eko-atebek-se hag a zo bet laket un eil gwiskad stern koed dezhi oc’hpenn, ha difuet eo bet get boutelloù plouz. Ar peurrest ag ar mein-sklent zo bet roet d’ober plouzadur.
Speurennoù, hentoù fun, ur gaoter dre c’haz ha gouleier zo gellet adimplij àr al lec’h ivez. 18 tonennad gloestroù zo bet gwerzhet get ur gevredigezh hag oc’hpenn 20 tonennad dafar (golc’hiri, difuerioù…) a servijo aveit chanterioù arall. An oberiadenn-se zo edan resev al label circo-lab, savet aveit lakat labourioù an ekonomiezh-kelc’h àr-wel.