Donet da vout perc’henn àr ur ranndi nevez e Gwened, Sarzhav pe Baden en ur priz etre 30 ha 50% izeloc’h evit priz ar marc’had… Poan hoc’h eus é krediñ. Gwir mat eo neoazh, ha daet eo da wir en arbenn a vennantez an tolpad evit ma vo muioc’h a diadoù é tonet da vout perc’henn. A-dal d’ar c’hresk spontus a zo get prizioù an tier, e c’hell ar feurm gwirion kengred bout un diskoulm efedus evit preniñ lojerisoù nevez e prizioù marc’hadmat e Gwened hag en dro-kêr dostañ. Evit donet da benn e c’helle an tolpad kontiñ àr ur benveg prizius : aozadur ar font kengred karget da gompeziñ priz uhel ar font (en arbenn a brestoù marc’hadmat grataet get Bank an tiriadoù) ha da reoliñ ar prizioù gwerzh.
En eskemm d’ar priz marc’hadmat-tre evit donet da berc’henn e vo sterniet an dalvoudegezh oc’hpenn a c’hellehe an tiadoù gounit pa faoto dezhe gwerzhiñ o zi (15 % àr zek vlez), hag er mod-se e c’hello ar rummadoù tud àr-lerc’h tenniñ o mad ag ar skoazell-se.
Evit tenniñ gounit ag ar stignad-se e vez dalc’het kont a beadra an dud, ha neuze e sell doc’h 70 % ag ar boblañs (betak 56 169 euro a c’hoproù kemedel emañ ar vevenn evit ur c’houblad, da skouer, ha 80 875 euro evit ur c’houblad get daou a vugale). Ha ma vehet-c’hwi an danvez perc’henn kentañ ?