Gar : penaos emañ chañchet hon diblasamantoù get an dreuzell

A-c’houde miz Meurzh o deus bet an dud a zo é chom e-tal, an dud a veaj bamdez pe bep ar mare, amzer d’ober anavedigezh get Pol eskemmoù liesvod Gwened ha get e dreuzell. Testonioù.

Vincent
« E Malañseg ec’h on é chom ha donet a ran bamdez get an tren da Wened. Àr velo ec’h an betak ar skol-veur lec’h ma labouran. Arru e oan 4 blez zo, en termen ma ne oa ket krog get ar chanter c’hoazh. D’ar mare-se ne oa ket gwall aes monet ha donet en àrdroioù an ti-gar àr velo. A-feur mand ae ar chanter àr-raok em eus gwelet e oa gwelloc’h-gwell an tremenerezh àr velo. Get an dreuzell e vez aesoc’h monet d’ar c’hae ha donet a-zoc’htoñ. Muioc’h a lec’h zo aveit parkiñ ar beloioù hag an aveadurioù zo suroc’h hag akomotoc’h. »

Romane
Àr droed e c’heller monet d’ar marc’had bep Sadorn.
« E straed Alexis Léguillon ec’h omp é chom, en Norzh d’ar gar. En engortoz e oamp ag an dreuzell-se, rak e-raok e oa 30 munut hent aveit monet da greiz-kêr àr droed. Ur verc’h vihan hon eus ha neuze ec’h aemp gwall lies get ar c’harr a-gaoz ma oa aesoc’h deomp… Mes pec’hed e oa monet get ar c’harr aveit evet un tasad pe aveit gober un dro manej. Bremañ ec’h amp àr droed da greiz-kêr, get ar vountell, ur velo vihan pe un droterez ! Em gav a ramp rak-eeun e karter Sant-Padern. Bourraploc’h eo an hent ha fonnaploc’h dreist-holl ! Diàr vremañ ec’h amp bep Sadorn d’ar marc’had àr droed. Modoù a bep seurt zo, bout zc’h eus ur bignerez e gwer hag a c’heller gwelet pep tra a-ziàrni, mes diskoulmoù arall zo aveit roiñ lec’h er bignerez d’ar re o deus afer : monet get an dargae pa vezan ma-unan peotramant get ar gronnell pa vezomp àr velo. »

Kylian
« E Teiz-Noaloù ec’h on é chom. Da vintin e kemeran an tren da 7e15 aveit monet d’an Oriant lec’h ma ran ma staj dibenn-blez get EST Gwened. En arbenn ma ne oan ket aveit gober an hent bamdez get ar c’harr e oan bet é klask an diskoulm marc’hadmatañ, hag oc’hpenn ar fed ma vez kemeret 80 % a briz ma c’houmanant THR e karg, em boa gwelet e oa ur parklec’h miret aveit ar goumananterion Korrigo é tonet a zigoriñ just e-tal ar gar kirri-boutin. E 20 euro ar miz e c’hellan leuskel ma c’harr amañ hag en arbenn ag an dreuzell e tapan bout a-barzh an tren edan 3 munut. Dav eo din lâret e vez gounidet amzer bep mintin adal mand eo bet enrollet hor plakenn-varilh get ar bonn. »

Fabien
E Menemeur ec’h on é chom. Da gustum d’ar Sul noz e kasen ma merc’h henañ d’an tren en arsav-berr a zo er c’hreisteiz. Mes d’an eur-se e veze roulaj ha ne oamp ket sur da gavouet lec’h da barkiñ. Aveit donet en-dro e ranken tremen dirak an ospital, tremen dre bontoù Poian ha gober un dro vras. Diàr vremañ e c’hellan monet get straed Strasbourg. aveit he leuskel tu norzh ar Gar. E berr amzer e vez ma merc’h àr ar c’haeoù dre an dreuzell ha me a c’hell donet en-dro doc’htu. Bihanoc’h a stres hag a gilometroù da droc’hiñ.

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon