Gar ar c’hirri-boutin er Fozoù : petra nevez adal miz Gwengolo ?

Bemdez em gav tost da 40 karr-boutin er Fozoù, pa vez skol, etre 7 eur hag 8 eur vintin. E Menemeur, e Gwened, emañ ar pol eskemmoù-se, a zo ur c’hroashent pouezus-bras get hogozik 40 linenn-skol meret get an tolpad hag ar rannvro. Daet e oa an dremeneri àrnezhoñ da vout kalz re stank. Ne veze ket ar re yaouank en o aez eno, a-gaoz d’an diouer a blas àr ar c’haeoù ha d’an diouer a surentez (n’helled ket gwelet mat, lezet e veze an otoioù da dremen…). Labourioù kempenn zo bet boulc’het en hañv-mañ get an tolpad, ti-kêr Gwened hag ar Rannvro. Muioc’h e surentez e vo ar veajerion pa vo achu ar chanter e miz Gwengolo. Evit gortoz disoursi ar c’hirri-boutin er Fozoù e vo pevar c’hae oc’hpenn, en o mesk unan hag a skoy doc’h ar vali Paul Cézanne, evit aesaat al liamm get linenn 1 ar rouedad Kiceo. Evit suraat ar gar ag ar gwellañ ec’h eus bet staliet gwaskedoù-bus ha kempennet eo bet ar sistem gouleier. Oc’hpenn-se e vo miret al lech evit ar c’hirri-boutin hag ar busoù hepken. Ha piv a ouia, marse e tegaso c’hoant d’ar skolajidi ha d’al liseidi da zistroiñ d’ar skol…

Evit gouiet hiroc’h : https://www.kiceo.fr/

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon