Feurm gwirion kengred : « Preniñ e Gwened en deus roet tro deomp da adwerzhiñ hor c’harr ! »

Hogozik 35 familh zo daet da vout perc’henn àr lojerisoù nevez, e Gwened hag en dro-kêr dostañ, en arbenn ag ar feurm gwirion kengred. Keneve ar stignad nevez-se, get skoazell an tolpad, n’o dehe ket soñjet gelliñ preniñ ar madoù-se. Setu amañ skouer Gary Jegat.

Pegeit zo e oac’h get ar soñj preniñ e Gwened ?
4 blez bennak. E Brec’h e oamp é chom, mes e Gwened e labouran evel pastezer, ha kalz a hent am beze d’ober ha diaezamantoù dreist-holl evit monet-ha-donet. Hor soñj e oa bout é chom tostoc’h doc’h hol labour, pep a unan hon-daou – e Sine e labour ma fried – ha laoskel unan ag hon daou garr. Get ar feurioù izel a-walc’h e soñje deomp hor behe kavet un dra bennak, mes n’hor boa ket, en desped d’hor budjed 230 000 euro ha d’ar sammad brav degaset genomp.

Penaos ho poa klevet komz ag ar feurm gwirion kengred ?
Dre ma raen forzh enklaskoù àr Internet ! Gwelet em boa ur gemennadenn werzh evit ur ranndi nevez, get ar meneg « BRS ». Dre ma oa kalz izeloc’h evit prizioù ar marc’had e oan bet é klask pelloc’h ha doc’htu em boa komprenet e oa dezverkoù da zoujiñ doc’hte : ur vevenn goproù, ul labour e Gwened… Evit tud arall estroc’h evidomp e oa ar feurm-se un dra nevez rak an tier-bank ne ouient ket c’hoazh petra e oa p’hor boa goulennet gete pegement e c’hellemp amprestiñ.

Petra eo ar feurm gwirion kengred evidoc’h, er pleustr ?
En arbenn dezhoñ hon eus gellet preniñ ur ranndi T4 nevez e Gwened en ur priz e-tro 40 % izeloc’h evit priz ar marc’had… ! 850/900 euro hor bez da baeiñ bep miz. Get ur feurm ordinal hor behe bet 1000 € da baeiñ ! Ar splet eo ec’h omp perc’henn àr al lojeris. Ar pezh a zo dishañval-bras eo ar feurm a baeamp da Aozadur ar font kengred evit ac’hubiñ an « douar », hag a sav da 80 euro bennak bep miz. Er penn-kentañ e oamp un tamm nec’hañset abalamour ma oa reolennet ar priz adwerzhiñ evit diwall doc’h ar brokerezh. Mes fonnapl hon eus gwelet ar spletoù kentañ : deomp-ni eo ar ranndi-se, un distaol hon eus àr an taos àr ar font ha forzh energiezh a arboellamp.

Kontit deomp a-ziàr al lojeris mand oc’h é chom a-c’houde miz Mae justamant ?
En ur c’harterig anneziñ ec’h omp, a-dreñv ar glinikenn Océane, ma c’heller monet àr velo, redek… Ur ranndi plijus eo, teir c’hambr hag ur saloñs 35 m² edanoñ, a-barzh ur c’hendi nevez peurgempennet kaer. Gellet hon eus choaziñ ar gegin hag ar gwiskadoù-leur hervez hon c’hoant zoken ! Dav eo din anzav hor boa bet aon er penn-kentañ e vehe kenniget ranndioù dister get ar stignad, mes n’eo ket gwir tamm erbet ! Pa oa amzer tomm-gor e oa plijet an difuadur deomp, ha disonaet mat eo ivez. Traoùigoù oc’hpenn omp bet souezhet gete, evel al lugelloù tredan reoliñ evit arboelliñ energiezh ! Ha kaeroc’h zo c’hoazh, àr velo ec’h amp d’al labour bremañ !

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon