Oc’hpenn ugent melin-vor zo bet renablet un tamm e pep lec’h en tolpad : arouezioù int a bersonelezh ar Mor Bihan. Savet int bet e lec’hioù talvoudus merket get ar chal hag an dichal ag ar mor. Kerzhet a reont get energiezh ar mare ha fesonet o deus hor c’hornad hag e istor. Evit lakat al lec’hioù glad pouezus-se àr-wel ec’h eus bet savet un diskouezadeg get an tolpad hag ar Park natur rannvroel : « Etre douar ha mor : ar melinoù-mor ». E Gwened emañ staliet e Limur, e kreizenn-displegiñ ar savouriezh hag ar glad, betak an 28 a viz Gwengolo. Displegiñ a ra ijin o saverion, hag ivez istor ha sekredoù ar melinoù, a zo liammet strizh doc’h o endro puilh ha doc’h an natur. Skeudennaouet eo bet an diskouezadeg get teneridigezh get ar weledvaourez Elodie Ledru hag an arzour breton Ronan Pincemin. A velin da velin e vez kaset ar weladennerion, lusket get ar mareoù, luskellet get sonioù.
Evit gouiet hiroc’h : https://www.ciap-limur.bzh/
C’hoarioù a vez kinniget d’ar re yaouank.