@ Kourtney Roy
Get luc’hskeudennoù Kourntey Roy omp kouviet da deurel ur sell nevez àr ar savadurioù a anavamp mat, evel Palez an arzoù amañ.
Un dibab livioù-flamm, ur c’hinkladur just-evel er filmoù, arvestoù strafuilhus en àrdroioù hag a hañval bout sioul d’ar c’hentañ gwel… setu bed Kourtney Roy, luc’hskeudennourez gall-ha-kanadian anezhi, brudet evit hez emboltredoù giz gwezharall dreist-holl. E 2024 e oa bet kouviet an arzourez, e framm un urzhiad publik, da luc’hskeudenniñ monumantoù o savouriezh a vremañ er Mor-Bihan. Da neuze e oa bet é vale dre an departamant a-bezh, a Garnag d’an Oriant, en ur dremen dre Wened… Disoc’h he fakadur prizius zo da welet e Limur adal miz Gouel-Mikael betak miz Genver.
32 luc’hskeudenn tapet get an arzourez zo laket àr wel àr un dro get dielloù, tresoù, maketennoù ha tresadennoù en diskouezadeg-se ma kenniger gwelet, en tu arall ag an tu ordinal, an tu dreistordinal ag ar savadurioù-se a zo en hon endro pemdeziek evel Palez an Arzoù e Gwened, peotramant ramparzhioù Kerjouanoù en Arzhon.
Evit gouiet hiroc’h : www.ciap-limur.bzh