En hañv-mañ e vo an digoroù kaer e Limur mand oc’h kouviet d’ober anavedigezh get annezoù bras ar c’hornad. Get ’gozik 150 savadur anavet etre gourenez Rewiz ha lannegi Lanvaoz, ec’h eus ur mor a vravigoù en hor c’hornad. Get an diskouezadeg nevez « Manerioù ha kastelloù, endro beviñ hag arz beviñ » e kenniger ur sell klok àr al lec’hioù galloud-se. Gizioù, annezoù, treuzfurmadur… a-hed un hentad c’hoari ha klok (kleweled, maketennoù, gwiskamantoù…) e c’hello ar weladennerion anavet razh sekredoù ar batisoù boemus-se. Hag aveit bourriñ ag ar prantad-se en ur mod arall ec’h eus daou hentad oc’hpenn an diskouezadeg. Ar re yaouankañ a c’hello monet àr roudoù Arzhur hag e bichon Plumedor, e-pad ur weladenn a-vod aveit ar vugale. Ar re gurius a c’hello em avanturiñ àr un hentad santadurioù hag ho kouvio da veviñ, da santiñ, da douchiñ… aveit ur veaj en amzer dremenet.
Digoust, betak ar 27 a viz Gwengolo
Gouiet hiroc’h : ciap-limur.bzh