Ar wazourion degemer el lastezerezhoù a ra ur vicher a bouez

2504_ARR_AgentsAccueilDéchèterie(c)F.LeDivenah_GMVA

25 gwazour a labour bemdez en daouzek lastezerezh ag an tolpad-kêrioù. Kenevete n’hellehe ket an aveadurioù-se monet mat en-dro pa rant labour dastum 62 000 tonennad lastez bep blez, ha 80 % ag al lastez-se a vez tennet mad anezhe. Ho sikour zo e-mesk o c’hefridioù.Ar wazourion degemer a rank bout ur sell e pep lec’h, evit soursial doc’h an diveskiñ, an dremeniri ha surentez al lec’h.

Ar wazourion degemer a rank bout ur sell e pep lec’h, evit soursial doc’h an diveskiñ, an dremeniri ha surentez al lec’h.

Ar surentez da gentañ-razh

Ma kustumit monet d’al lastezerezh hoc’h eus bet tro d’em gavout gete sur a-walc’h. Meur a gefridi o dez ar wazourion degemer evit lakat an aveadurioù-se da vonet en-dro ag ar gwellañ. Teurel evezh doc’h ho surentez atav, da gentañ-penn. Int zo karget da stokiñ, evel deleet, razh ar produoù dañjerus degaset d’al lastezerezhioù, kuit a riskloù saotradur, tan pe tarzhadenn. Evit gwareziñ an implijerion ivez e rank ar wazourion bout sur na vehe hani é avanturiñ en ur c’hombod evit skrapiñ un dra bennak hag a zo bet stlepet dija. Int-i zo karget ivez da zigoriñ ha da serriñ al lec’h, mintin ha noz.

Sellet a bep tu, int a oui an tu

A-gaoz ma vez kirri ha tud àr droad àr un dro el lastezerezhoù e rank ar wazourion teurel evezh pizh ma vehe dalc’het kont ag an tu tremen, ma vehe parket mat o c’hirri get an dud ha ma ne vehent ket é vonet re fonnapl. Hervez al lastezerezhoù e ta etre 350 ha 600 a dud bemdez. Kuit d’ar wazourion da c’houzañv re bell get ar gazoù skarzhiñ, soñjit lazhiñ ho keflusker pa chomit a-sav.
Gete-int ivez e vez diwallet dalc’hmat na vehe ur skoilh bennak àr al leur ha na vehe unan bennak é vutunat evit dizarbenn ar gwallzarvoudoù.

Al labour talvoudekaat

En arbenn m’em gav danvezioù ha traoù a bep sort bemdez el lastezerezhoù emañ pouezus-bras roll ar wazourion degemer : dav eo dezhe diveskiñ a-feson evit ma vo gellet talvoudekaat an dilerc’hioù ag ar gwellañ. O labour eo ivez lâret hiroc’h deoc’h hag ho heñchiñ hervez an traoù hag an danvezioù degaset genoc’h. Pas kaout aon da c’houlenn kuzulioù a-feson gete ha neuze e vehet sikouret gete da ziveskiñ gwell ho lastez e-raok donet d’al lastezerezh, kement ha gounit un tamm amzer àr al lec’h. Int a ouio lâret hiroc’h deoc’h ivez a-ziàr amzer-da-zonet an traoù degaset genoc’h hag ar filierennoù talvoudekaat dishañval a zo.

Dougen traoù pounner : taolit evezh !

Taolit evezh, n’heller ket goulenn sikour ar wazourion evit goullonderiñ ho koufr, rak ma vehe goulennet gete gober e vehe douget kement ha 3 zonennad bemdez gete ha ne c’hellehent ket kas o c’hefridioù arall betak penn. Ma ne c’hellit ket em zizober ag ho lastez hoz-unan, dait ’ta asambl get un den arall !

Ur felladenn eo bout dismegañs doc’h ur gwazour

Bemdez e vez gwallgaset gwazourion lastezerezhioù ar c’horn-bro e-kreiz o labour. Edan blez ec’h eus bet 5 gourdrouz marv ha savet ec’h eus klemm da-heul. Bout dismegañs doc’h ur gwazour a c’hell bout kastizet hervez lezenn get un dell-gastiz 7 500 euro ha get ur boan labour a laz hollek pe an den a c’hell bout kaset d’an toull-bac’h.

  • Ce contenu vous a-t-il été utile ?
  • OuiNon